top of page

Ar C'helch 

Abaoue 1948 ez eus bet dizale a 70 vloaz istor en Oriant hag el lec'h-all

Chalet gant mont war get sevenadur ar vrezhoneg, ur strollad tud o deus dibabet e 1936 en em vodañ tro-dro Jean Dupuis, renour skol Lann Ar Ster ha aimezell Argouarc'h evit deskiñ brezhoneg... Kanet ha dañset o deus asamblez en Oriant.

 

Eil brezel bed. An Oriant a zo distrujet dindan bombezennoù. Diaes eo bezañ breizad war-lerc'h ar brezel. Padal en en vodañ a ra adarre ar stollad stourmer. E 1948 e tibabont gourc'hemenniñ Auguste Brizeux, barzhoneger XIX kanvet ganet en Oriant, partizan eus ar yezh hag sevenadur breizhat. Kerlc'h Brizeux zo ganet.

 

 

Un hanter kanvet war-lerc'h, meur a rummad o deus dalc'het ha kreñvet speret an derou. Ar c'helc'h a zifenn, a skign hag a gas war-raok sevenadur Breizh en Oriant.

 

E 1952, sonerien ar c'helc'h a sikour krouidigezh bagad Lann-Bihoue.

 

E 1960, ar c'helc'h en em engouest evit difachañ Bro C'hall ha Alamagn en ur vont da Ludwigshaffen. E mod-se eo ganet gevelliñ an daou gêr.

 

1971 : kemer a reont perzh e-barzh aozidigezh fest ar binioù braz hag a zeu da vout ar festival « Emvod ar gelted ».

 

E 1985, e sikouront krouidigezh « Emglev bro an Oriant ». 

 

Hiziv an deiz eo degemeret ar rummadoù yaouank gant ar rummadoù kozh evit krouiñ ur rummad nevez da zec'hel an hengoun en ur nevesaat  ar c'helc'h.  Priz vraz « ar Gwelantez hag Dalc'h an Arzoù hag ar Fest » o deus tapet ganto  e 1998, gant un arvest kan, sonerezh ha dañs o lak war wel   hengoun Breizh, bev c'hoazh.

bottom of page